Apollonios Rodos

Apollonios Rodos, anavezet ivez evel Apollonius Rhodius e latin hag Ἀπολλώνιος Ῥόδιος (Apollōnios Rhodios) e gregach, a oa ur barzh eus an III-vet kantved kent JK.

Anavezet eo evel rener levraoueg kêr Alexandria, hag oberour ar varzhoneg Argonautica, diwar-benn an Argonaoted, harozed mojenn ar Maoutken aour.

Ne oa ket eus Rodos, un Hellen a Egipt e oa. Met mont a reas di da vevañ e dibenn e vuhez.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search